
Himno de Bretaña
Himnos de Países
Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir vro!
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro
Dispont 'kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat
A skuilhas eviti o gwad
O! Breizh, ma bro, me 'gar ma bro
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro
Ra vezo digabestr ma bro!
Breizh, douar ar Sant Kozh, douar ar varzhed
N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed
Pep menez, pep traoñienn d'am c'halon zo ker
Eno 'kousk meur a Vreizhad taer!
O! Breizh, ma bro, me 'gar ma bro
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro
Ra vezo digabestr ma bro!
Ar Vretoned 'zo tud kalet ha kreñv
N'eus pobl ken kalonek a-zindan an neñv
Gwerz trist, son dudius a ziwan enno
O! Pegen kaer ez out, ma bro!
O! Breizh, ma bro, me 'gar ma bro
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro
Ra vezo digabestr ma bro!
Mard eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras
He yezh a zo bepred ken bev ha biskoazh
He c'halon virvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz
Dihunet out bremañ, ma Breizh!
O! Breizh, ma bro, me 'gar ma bro
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro
Ra vezo digabestr ma bro!



Comentários
Envie dúvidas, explicações e curiosidades sobre a letra
Faça parte dessa comunidade
Tire dúvidas sobre idiomas, interaja com outros fãs de Himnos de Países e vá além da letra da música.
Conheça o Letras AcademyConfira nosso guia de uso para deixar comentários.
Enviar para a central de dúvidas?
Dúvidas enviadas podem receber respostas de professores e alunos da plataforma.
Fixe este conteúdo com a aula: